Menez daou

2 views

Lyrics

Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel
 War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell
 Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
 Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr
 Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer
 Paeañ tailhoù d'ar roue, bep bloaz teir pe beder
 Ha pa renk paeañ e vestr, ma n'eo ket prest an arc'hant
 Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec'hamant
 Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
 Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet
 Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc'het
 Had e zanvez o vont kuit, n'eus netra da lavaret
 En divezh, al labourer, baleet lec'h ma karo
 E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo
 Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ
 Diwar brec'h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ
 Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz
 Ken na cheñcho penn d'ar vazh, ni na 'mo ket repoz.

Audio Features

Song Details

Duration
05:09
Key
7
Tempo
177 BPM

Share

More Songs by Les Ramoneurs De Menhirs

Albums by Les Ramoneurs De Menhirs

Similar Songs